naon - Wikeriadur
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
- Meneget er C'hatholicon (1499): naffn.[1]
Anv-kadarn
naon /Distagadur ?/ gourel
- bezañ naon
- D'an oad-se e vez naon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 123.)
- Diwar sukrajoù ne vez ket kement a naon evel diwar traoù c’hwerv, TBP
- « [...] ; ha nag a labour, nag a skuizder, nag a naon, nag a zec'hed, nag a yuniou, nag a yenien, nag a zienez ; [...]. » — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 474.)
- Bezañ, dont naon da ub.
- — [...]. Naon-du a zo deut d'in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man ! — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 132.)
- Ha heman dioc'htu, ha naon du ha sec'hed d'ezan, a lavar : [...] — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 61.)
- Bezañ gant an naon, gant an naon du
- kaout naon, naon bras, naon du naon ki, naon ruz ;
- terriñ e naon
- Bezañ du, klañv, gant an naon :
- Ar paour kêz chas, klanv gant an naon, a gouee darn anê divi, hep gallout tapout an disteran lipadenn eus ar c'hig. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 120.)
- Disec'hañ, duañ, mervel gant an naon :
- — [...] ; ma gwreg ha ma bugaligoù geizh a zo er gêr, darev da vervel gant ar riv hag an naon ; [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 220.)
- ... ha lezet ar pec’her da vervel enn he bec’hed hag ar paour da zizec’ha gand an naoun. EK
- Ger implijet e-lec'h c'hoant
- — « [...]. Evidon-me, me n' em eus ken naon nemet d' az tispenn, ha da zispenn a rin gant va ivinoù, evel dispenn stripoù. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 144.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Krennlavaroù
- An naon zo dishegar, Ur c'hof ilboet a zo bouzar. — (A.-E. Troude, Nouveau Dictionnaire pratique Breton-Français du dialecte de Léon, p. 803.)
- Kazhig a vale a lip e bav
An hini a chom e-kichen an tan
A chom da viaoual gant an naon. - Da c'hortoz ar geot da sevel e varv kalz a saout gant an naon.
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Naffn, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.