br.wiktionary.org

war-zu - Wikeriadur

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Ul lestr o vont war-du ar porzh.

Etimologiezh

Araogenn gevrennek savet diwar an araogenn war hag an anv-kadarn tu (gant ur c'hemmadur dre c'hwezhañ).

Araogenn

war-zu /warˈzyː/ /varˈzyː/

  1. Araogenn a verk an dilec'hiañ etrezek un tu bennak (diwar-benn tud pe draoù o tilec'hiañ)
  2. Sellout war-zu tra pe den
  3. Skeiñ war-zu tra pe den
    • [...], hag e-lec'h mont en-dro gantañ d'an ostaleri e skoas adarre war-zu ar mor ha gant e sac'h mezer stlepet war e gein, [...]. — (Ronan Huon, Ar Gwennili-mor, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 412.)
  4. Treiñ war-zu tra pe den

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gwelet ivez

Troidigezhioù